INFO MÉTÉO : jeudi 21 novembre : le département est placé en vigilance orange neige -verglas. Des perturbations sont possibles au niveau des transports et de la collecte.
Restons en contact !
Accès directs
Renseignements
Lannion-Trégor Communauté
Bât. A - rue Claude Chappe
22300 LANNION
Ar gumuniezh
Ar gumuniezh tolpad-kêrioù zo un diazezadur publik a genlabour etrekumunel (EPCI). Abaoe ar 1añ a viz Genver 2017 zo bodet 57 kumun enni, 118 000 a dud o vevañ enne.
Ar genskoazell eo ac'h a d'ober diazez an unvaniezh etre ar c'humunioù-se. Fellout a ra dezhe ober asambles ar pezh n'hallfe ket ur gumun ober hec'h-unan.
An istor
1994 : krouidigezh ar gumuniezh-kumunioù
2003 : krouidigezh ar gumuniezh tolpad-kêrioù Lannuon-Treger (20 kumun enni)
2014 : krouidigezh Lannuon-Treger Kumuniezh diwar bodañ Lannuon-Treger Tolpad-kêrioù gant Beg ar C’hra Kumuniezh ha kumun Perroz-Gireg (29 c’humun enni)
2015 : kresket ar gumuniezh diwar kendeuziñ gant Kumuniezh-kumunioù Kreiz-Treger (38 kumun en holl)
2017 : kresket ar gumuniezh adarre diwar kendeuziñ gant Kumuniezh-kumunioù Treger-Uhel ha Kumuniezh-kumunioù Gourenez Lezardrev
57 kumun evit reiñ lañs asambles d’o zachad
Ul lodenn vras eus « Treger Vras » istorel eo an tachad nevez-savet evit klotañ gant un doare da verañ ha da vont en-dro hag a laka anezhañ da vezañ ul lec’h bevañ kempouez.
Emañ ar c’humunioù-se kichen-ha-kichen ha prederiet e vezer enne gant ar memes aferioù, se zo kaoz int en em gavet en un doare naturel evit labourat asambles war sujedoù ha raktresoù a-leizh.
Dre o obererezhioù eo deuet an dud hag an embregerezhioù a zo enne d’ober eskemmoù etreze (labour, stalioù, servijoù, diduamantoù, skolioù…).
Gant ar gumuniezh nevez-kresket-mañ hag al lusk a zeuio da-heul, e vo sachet muioc’h-mui a dud hag a nerzhioù war-zu Bro-Dreger, gant sikour ur raktres kempouez ha kempoell evit ar c’hornad da glotañ gant ezhommoù dibar Bro-Dreger.
An tachennoù a vez graet war o zro gant an tolpad-kêrioù
Ober a ra Lannuon-Treger Kumuniezh war-dro meur a dachenn anez ankouaat ec’h eo reiñ lañs d’an ekonomiezh « kalon he labour » :
- Reiñ lañs d’an ekonomiezh, d’an niverel (kas uhel-kenañ) ha d’an touristerezh
- Ar gelennadurezh uhel, an enklaskoù, an neveziñ
- Kempenn tachenn ar gumuniezh hag aesaat mont-dont enni pe etrezek enni
- An treuzdougen
- Tiez ar servijoù d’an dud (MSAP)
- Ar c’hempouez sokial evit al lojeiz
- Politikerezh ar c’hêrioù er gumuniezh
- An hentoù hag ar parklec’hioù e dalc’h ar gumuniezh
- Gwarez ha brudañ an endro naturel hag an endro bevañ
- Merañ al lastez hag an dibab lastez a-ziforc’h
- An dour hag ar yac’husaat (pe e vefe a-stroll pe ne vefe ket)
- An ostilhoù sport ha sevenadur e dalc’h ar gumuniezh, kelennadurezh ar sonerezh
- Ar poloù Bugaligoù, Bugale-Yaouankiz (a zo staliet e Plouared, Kawan, Landreger ha Planiel)
- An obererezh sokial a-fet reiñ bod d’an dud war an oad (AHDOD ar C’havell e Trebeurden) ha kas predoù d’an dud er gêr (poloù Kawan ha Planiel)
- Ar c’henlabour digreizennet gant Haiti hag ar Mali
Da vezañ lennet
Les réseaux sociaux